#TA32 : Saison Centennial

Taol Arnod #32 : Gant an hañv o tostaat e teu ar wrez… Ur mare diaes evit ar vreserien. Aesoc’h e vez bresañ pa vez yen a-walc’h an temperadurioù. Gant ar wrez e tegouezh riskoù bras kontaminiñ ar fro*. Mestroniañ ar goadur (e-keñver an temperadurioù a c’hell pignat uhel ha diorren blaz fall d’ar bier) a zo ivez un abeg evit chom a-sav gant ar bresañ e-pad an hañv. Ar bieroù « saison » n’int ket ken tener ouzh ar wrez (ar bieroù « sour » ivez). Evit ar bieroù « ale » e  klasker tizhout an temperadurioù goiñ tro dro da 20°C-22°C (un tammig muioc’h evit ar bieroù belgia pa glasker diorren « ester »). Evit ar bieroù saison e c’heller mont betek 30°C.

Levezonet gant bieroù Brew By Numbers, e faote din bresañ an niverenn 01|01 « Citra ». Kavet em eus ar rekipe el levr « Craft Brew » skrivet gant Euan Ferguson.

Cheñchet em eus un nebeut traoù… Ar maltoù, ha dreist holl an hopez. Kemmet em eus Citra gant Centennial. Plijet on bet gant ar c’hwez hag ar blaz en « Oat American Pale Ale » (#TA30) diwezhañ breset ganin ha 80 g a chome ganin. Paket em eus ivez goell Saison eus ar bier « Le Tracteur » eus breserezh « Le Trou du Diable » e Kebeg.

Evel bep gwech e implijan ar poellad « Beersmith » evit skoazellañ ac’hanon. Evit 20 Litrad e raktresan bresañ an dra-se :

2.50 kg               Belgian Pale Ale
0.80 kg               Malt gwinizh        
0.30 kg               Giwinizh
0.25 kg               Cara-pils        

10.00 g               Centennial [10.00 %] 60.0 mun
10.00 g               Centennial [10.00 %] 10.0 munutenn
10.00 g               Centennial [10.00 %] 5.0 munutenn
50.00 g               Centennial [10.00 %] Flameout 
(disken a rin temperadur ar fro da 80°C a-raok lakaat an hopez)
1.0 pkg               Breserezh "Le Trou du diable"

Klask a rin lakaat e go da 27°C.

OG : 1048
FG : 1010 (d'am soñj e vo izeloc'h)

*ar fro : le moût

Macuisinedetouslesjours |
Les apprenties vegan |
Dimplepaul23 |
Unblog.fr | Annuaire | Signaler un abus | Les Papilles de Galine
| Carpediem
| Brianbuffet7